Lance Armstrong

Ur pennad Armstrong zo ivez.
Lance Armstrong

Lance Armstrong (1971-) zo ur marc'hhouarner stadunanat hag en deus gounezet Tro Bro-C'hall seizh gwech diouzh renk. Araokañ e oa bet gounezet 5 gwech hepken gant Miguel Indurain, Bernard Hinault, Eddy Merckx ha Jacques Anquetil.

E miz Eost 2012 en deus divizet USADA (Ajañs enepdopiñ ar Stadoù-Unanet) astaliñ Lance Armstrong evit e vuhez-pad ha dilemel digantañ an holl zisoc'hoù bet tapet gantañ abaoe ar 1añ a viz Eost 1998 dre ma'z eo bet lakaet da gablus evit bezañ aet hebioù kod bedel an enepdopiñ. Kadarnaet eo bet an dilemel gant UCI d'an 22 a viz Here 2012.

E miz Genver 2013 en deus anzavet en em zope evit gounit.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search